Rinnenn XX Lyrics & Tabs by Alan Stivell
Rinnenn XX
guitar chords lyrics
Henozh e barr an neñv em eus gwelet un ael,
mirer ar garourion na gavont ket o far,
na zeuio den biken da vruzunañ o c'hael,
na zeuint ket a-benn da gas kuit an arvar.
Henozh em eus gwelet un ael e barr an neñv
a lâre din krediñ en Dichadennaouer,
rag eok a-walc'h edomp evit hor breviñ kreñv:
"Me a zeuio en ho metoù evel ul laer."
Henozh, e barr an neñv, un ael am eus gwelet,
a c'harme din: "Diwall! ouzh ho parn me a vez;
eus ar pred o fuiñ, eus ar youl o kousket,
eus an deiz didalvez e tañvai ar vezh!"