E-tal ar groaz Lyrics & Tabs by Alan Stivell

E-tal ar groaz

guitar chords lyrics

Alan Stivell

Album : Trema'n inis (vers l'île)PlayStop

E-tal ar groaz
Dirak ar C'hrist maen en noazh,
Seizh arched saprenn

Zo tremenet er wenodenn.
Seizh arched saprenn
Bleniet gant an Ankou didruez,
Seizh arched saprenn nevez
0 deus kuitaet ar gêriadenn-mañ,
Dindan barradoù sklas ar goañv,
'Vit bered ar barrez.
Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant,
Er goañv-mañ a zo maro,
Ha torret eo bremañ ganto,
E seizh ti-plouz a Gêrnevez,
Ar walenn aour, gwalenn ar yezh,

Ha torret eo bremañ ganto,
E seizh ti-plouz a Gêrnevez,
Ar walenn aour, gwalenn ar yezh,
Ar walenn aour a unane
Kalonoù nevez
Ar vugale
Ouzh Kalonoù ar re gozh.
Torret eo ar walenn aour,
Torret eo ar walenn,
Ar chadenn vurzhudus
A eree an amzer-vremañ
Ouzh pellder
An amzer dremenet.
Seizh maouez kozh a zo maro,
Seizh maouez a vire, ganto,
Soublet war flammoù uhel an oaled,
Spered,
Kened,
Ha yezh an Tadoù.
Seizh arched prenn,
Dirak ar C'hrist maen,
Ha ganto eo aet da hesk
Eienenn fresk
Awen
Ar ouenn.
E Kêrnevez,
War c'hlannoù glas al lenn,
A-hed ar bodoù kelvez,
Ne vo mui klevet bremañ
Nemet
Yezh
An Estren.
Evel-hen e kane Jakou Kerloaz,
Dirak ar C'hrist maen en noazh,
E-tal ar groaz.

Like us on Facebook.....
-> Loading Time :0.0081 sec