Dugelezh vreizh Lyrics & Tabs by Alan Stivell

Dugelezh vreizh

guitar chords lyrics

Alan Stivell

Album : International Tour - Tro ar bedPlayStop

Warlec'h bloaz naw c'hant e teuas ar Vikinged
Da voud startoc'h a' dizoujusoc'h
Deit int a-benn da dorr pep aozadur 'barzh Breizh

Pa teuas ar peoc'h endro, a-drugarez d'Alan Varweg
Kultur ha yezh ar C'Hallaoued en-oa gwraet un toull bras 'ba'Breizh
Ba'vro ur bern renerien 'oa doh kultur a' doh yezh estren
"Duc-souverain" Alan en em hanwas: n'oa ket prest da voud debret Breizh gant
broioù all
Dugelezh Vreizh ur vro dizalc'h 'jomas e-pad c'hwec'h kant bloawezh c'hoazh
distag doc'h Bro-C'Hall
Politikerezh estren Breizh 'genboueze etre 'n diw vro vras
Politikerezh estren Breizh 'oa etre Bro-Saoz ha Bro-C'Hall
'Wid Frans 'n aristokrated, hag an dud vihan 'oa 'wid 'Saozon
N'oa ket don 'barzh o c'halon abegoù-se ar bobl vreton
'Bern breselioù 'so bet gant ar Vretoned

'Wid Frans 'n aristokrated, hag an dud vihan 'oa 'wid 'Saozon
N'oa ket don 'barzh o c'halon abegoù-se ar bobl vreton
'Bern breselioù 'so bet gant ar Vretoned
Eneb d'ar Saozon hag eneb d'ar C'Hallaoued
Met Breizh 'jomas ar vro aet ar pellañ war hent an demokrasiezh ba'n Europa
"Den-gentil" oa galwet pep Breizhad 'wid diskouezh 'n-oa pep kouer skoazell al
lezenn
N'eus ket anawet hon tud-kozh na servaj na Bresel-kant-bloazh
Pladoù arc'hant 'barzh pep ti-plouz oa araog trec'h an arme c'hall
E bloawezhioù diwezhañ pa oa c'hoazh hor bro-ni dishual
Ba' vroioù pinwidikañ ha war vor ba'mesk ar re krenvañ.

Like us on Facebook.....
-> Loading Time :0.0085 sec